Lazhadeg Mountain Meadows

Lazhadeg Mountain Meadows a c'hoarvezas etre ar 7 hag an 11 a viz Gwengolo 1857 en Utah, SUA, pan eas un 50 pe 60 a Vormoned armet eus an Utah Territorial Militia (anvet Nauvoo Legion) ha ganto Indianed Paiut a-ziwar-dro, da lazhadegañ ur 120 enbroad, eus Arkansas an darn vrasañ anezho, a oa en o c'hirri war o hent da Galifornia. Kement-se a c'hoarvezas e traoñienn Mountain Meadows, ur 55 km er mervent da gêr Cedar City, e-kerzh brezel Utah, etre SUA hag ar Vormoned.

Ne chomas bev nemet 17 bugel dindan 6 vloaz.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy